C86

C86 a zo anv ur c'hasedig bet embannet e 1986 er gelaouenn vreizhveuriat New Musical Express. Ennañ e oa tonioù savet gant strolladoù sonerezh nevez, ha stag ouzh tiez embann pladennoù dizalc'h. Goude-se eo bet miret an anv C86 a-benn deskrivañ strolladoù a aoz tonioù levezonet gant sonioù gitar evel re The Byrds ha tonioù pop da vat, daoust ma oa a bep seurt doareoù sonerezh war ar c'hasedig. Levezonet eo bet ivez ar strolladoù-se gant ar spered Do It Yourself bet diazezet gant ar bunked. Gwechoù zo e vez goapet ar strollaodù a gaver war C86 dre ma soñj da lod e oa milis ha kamm o c'hanaouennoù.Hiziv an deiz avat e soñj da lod brasañ an dud eo bet embann C86 ur bazenn a-bouez e istor sonerezh pop ar Rouantelezh-Unanet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search